Pellgomz

Ur pellgomzer eus tro ar bloavezhioù 1940

Ar pellgomz, a vez graet telefon anezhañ ivez, ger degemeret en ur bern yezhoù (eus ar gregaj τῆλε, tēle, "pell" ha φωνή, phōnē, "mouezh"), a zo un ijin pellgehentiñ hag a c'hall resev pe kas sonioù, mouezhioù tud peurgetket. Dre vras e servij da zaou zen da gomz an eil gant egile p’emaint pell pe belloc'h, miliadoù a gilometradoù a-wechoù. Hiziv an deiz eo unan eus ar binvioù a vez implijet ar muiañ er vuhez vodern.

Pa vez anv eus ar benveg e reer ivez gant ar ger pellgomzer. Pep pellgomzer en deus ur mikrofon evit komz, ur selaouell evit klevet, peadra da seniñ pe da reiñ da c'houzout evit diskouez e vez un den o klask pellgomz, hag un douchennaoueg evit ober an niverenn bellgomz a-benn tizhout an den a venner komz gantañ. Evit gallout kehentiñ e oa ret tremen dre orjal gwechall, bremañ e c'haller tremen ivez dre wagennoù radio. Pep linenn bellgomz he deus un niverenn disheñvel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search