1 results found for: “starlink”.

Request time (Page generated in 0.3163 seconds.)

Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022

hanternoz e oa bet embannet gant Elon Musk en doa lakaet e plas e loarenneg Starlink da reiñ internet d'ar vro. Efedoù kastizoù Unvaniezh Europa, heuliet gant...

Last Update: 2024-06-07T11:06:05Z Word Count : 19006

View Rich Text Page View Plain Text Page

Main result

Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022

Ar bajenn-mañ zo diwar-benn an aloubadeg kaset gant Rusia en Ukraina e 2022. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar brezel etre an div vro abaoe 2014, mont war-zu ar bajenn Brezel etre Ukraina ha Rusia. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 e voe kroget gant Rusia un aloubadeg hollek eus Ukraina, goude sizhunvezhioù a enkadenn diwar-benn, ez ofisiel, emezelañ ar vro en AFNA ha dazont ar poblañsoù rusek e Republikoù disrannour reter ar vro. an aloubadeg-se, lañset gant prezidant Rusia Vladimir Poutin abred diouzh ar mintin, evit "dinaziekaat ha disoudardañ Ukraina", a verk ur bazenn nevez er brezel etre an div vro. En deizioù a-raok an aloubadeg e voe anavezet Republik Pobl Donetsk ha Republik Pobl Louhansk, daou diriad rusek disrannour, gant Kevread Rusia ha kaset soudarded rusian kerkent da rannvro Donbas, d'ar 21 a viz C'hwevrer 2022. Da 3e48 d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 (6e48 hervez eur Moskva) e voe disklêriet ar brezel gant Vladimir Poutin e-kerzh ur brezegenn skignet er skinwel, o tisklêriañ e vefe kiriek arme Ukraina eus ul "lazhadeg" ma klaskfe herzel ouzh arme Rusia, ha munutennoù war-lerc'h e voe lañset misiloù war meur a lec'h dre ar vro a-bezh, kêrbenn ar vro Kyiv zoken. Servijoù Bevennoù Ukraina o doa embannet e oa bet taget postoù en harzoù kostez Rusia ha Belarus. Nerzhioù-douar Kevread Rusia a oa e-barzh Ukraina div eur da c'houde. Meur a Stad o doa kondaonet obererezhioù Rusia dre ar bed a bezh, betek kemer muzulioù en hec'h enep.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search